Kontelezh Gelder


Kontelezh Gelder c. 1350
  • ██ Dugelezh Gelder e 1477
  • Kontelezh Gelder, a deuas da vout dugelezh Gelder e dibenn an XIIvet kantved, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel. E deroù ar XVIvet kantved e voe ebarzhet e kelc'hiad Bourgogn, p'emañ hiriv en Izelvroioù.

    Anvet eo an dugelezh diwar-lerc'h kêr Gelder, a zo en Alamagn hiriv, petra bennak m'emañ an darn vrasañ anezhi e proviñs Gelderland, en Izelvroioù. En dugelezh ouzhpenn e oa douaroù eus proviñs izelvroat Limburg hag un darn eus stad alaman Nordrhein-Westfalen a oa aet gant Prusia en 1713.


    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search